Keleier ar vro d'ar Gwener 03 a viz Foenn/ Gouere 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Un dekred digustum 'zo bet embannet gant Frañs Natur an Endro
N'eo ket unan bet skrivet gant ar gouarnamant met gant ar rouedad breizhad kevredigezhioù a labour evit gwareziñ an endro ezel eus an an FNE, Frañs Natur Endro. Kinnig a ra kevredigezhioù ar rouedad-se un dekred faos, savet gante hag embannet dimeurzh, evit gwareziñ gwelloc'h ar girzhier hag ar c'hleuzioù, a ya war zisteraat bep bloaz e Frañs. Muioc'h a ditouroù diwar-benn ar c'houlzad kehentiñ-se gant Jean-Noël Ballot, ezel eus ar gevredigezh Breizh Vev... Emañ gant Metig Jakez-Vargas.
Birvilh a vo war borzh al Lege 'ba Sant-Brieg
Fenoz e krogo festival an Arvor ‘ba Plerin. E kerzh an dibenn-sizhun ‘vo lan a darvoudoù war porzh al Leger ‘ba Sant-Brieg. Un tennad eus Tour de France à la voile zo en em gavet war ar porzh gant rederien bigi dre lien war blas. Dec’h da noz ‘oa erruet ar vartoloded ‘ba porzh al Lege. A-hed ar week- end ‘vo sonadegoù ha miliadoù a dud 'zo gortozet. Selaouomp Tudwal Girard ‘zo penn ostri ar Marmouss 'zo mesk aozerien ar gouel. Emañ gant Anton Burel.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Un enkadenn 'zo etre kevread Diwan hag an implijidi!
Lu Rusia 'neus bomebezennet kêr Giev 'vel biskoazh
Ur gwalldaol ouzhpenn zo c'hoarvezet 'ba kreiz-kêr Damas 'ba Siria
Nebeut a dud 'zo bet o votiñ 'ba Aljeria da geñver an dilennadegoù depute
Lazhet eo bet an tan 'neus devet 60 devezh arat war ar Menez-C'homm.
Kêroc'h 'vo an dour 'ba Penn ar Bed e-kerzh an hañv.